Zombies, run!

Sioul e oa ar bed an noz-se. Em c’hoazez e oan em gourvezvank pa droas an traoù a-dreuz. Tennoù a glevis, krenañ a reas an ti ha dre-holl e oa tud o krial dindan o spont. Echu e oa gant ar bed evel ma’m boa e anavezet a soñjis pa daolis ur sell dre ar prenestr evit gwelet tud o tebriñ tud evit gwir.

Ne oan ket chomet seizhdaletoc’h a-raok en em lakaat da redek. Re a dud varv war vale a oa. Ret e oa mont d’ul lec’h diarvar…

A grezi pep kreiz e klevan ur viñsaskell. An arme. Ezhomm o deus ac’hanon evit mont da dapout rikoù en ospital. Kontañ warnon a c’hallont. Ret eo redek. Buan. Zombied zo war ma lerc’h!

Diouzh ar pezh am eus komprenet e rankan tizhout Abel Township.

Evel m’hoc’h eus komprenet em eus prouadet evidoc’h an arload redek/c’hoari Zombies, run! Savet eo bet gant Six to Start hag ar romantourez Naomi Alderman. Ret eo lavaret diouzhtu n’eo ket bet troet c’hoazh, neuze ma ne gomprenit ket saozneg… Ne dalvez ket ar boan e bellgargañ.

C’hwi eo an haroz.ez

Arabat eo krediñ ez eo un arload un tammig divlaz ma klever ur wech ar mare mouezhioù spouronus zombied d’ho lakaat da redek pe ur vouezh oc’h huchal deoc’h: “Zombies, run!” Ur seurt c’hoari C’hwi eo an haroz.ez eo kentoc’h.

Rannet eo etre koulzadoù ha kefridioù. E pep koulzad ez eus kefridioù disheñvel ma vez kaset an danevell war-raok. Er gefridi gentañ e rankit tizhout Abel Township evel ma lavaren uheloc’h.

Kerkent ha roet lañs d’ar gefridi gentañ e klevit trouz ur viñsaskell ha mouezhioù ur paotr hag ur plac’h o kendivizout diwar-benn ar pezh a c’hoarvez kent deoc’h bezañ merzet gante. Goude-se e komzont ouzhoc’h ivez oc’h ober Runner 5 ac’hanoc’h.

zombies04

Ne gomzont ket dalc’hmat, fou!

Etre an divizoù hag ar c’hemennadennoù e c’hallit selaou sonerezh. Ur fazi am boa graet: ne’m boa prientet roll sonerezh ebet da selaou ha tristoc’h a se eo bet ma redadenn. Boas on da redek en ur selaou sonerezh rock. Gouzout a ran avat ez eus tud ha na gavont ket mat klevet traoù all estreget o anal pe talm o c’halon. Kentañ tro avat e lakain sonerezh doare The return of the living dead kement hag ober.

Deoc’h eo da zibab ma fell deoc’h e vefe ehanet ar sonerezh e-pad an divizoù pe lakaet izeloc’h hepken.

zombies02

Evit treuzvevañ dastum a ri ar pezh a gavi!

A-hed ar redadenn e kavit hag e tastumit dafar a bep seurt eus ar bragezioù-bihan betek ar rikoù prederiañ. N’eo ket trawalc’h redek, ret eo ivez treuzvevañ ha sevel ho pon ur wech echuet ar redadenn ganeoc’h ha bezañ diskuizhet un tamm. Tu c’hoari an arload eo, n’eo ket displijus evit chom mennet da vont war-raok ha da embregiñ ho korf.

Red! Pa lavaront dit!

Betek-henn moarvat e soñj deoc’h e c’hallit redek (pe vale evel m’eo skrivet) war o nañvig, plaen ha brav en ur selaou an danevell hag ho sonerezh, gwir eo. Ur wech an amzer avat e vo lavaret deoc’h redek buanoc’h rak c’hwezh ar suilh zo. Tost-tost emañ ar zombied ouzhoc’h ha ma ne fell ket deoc’h bezañ tapet gante… Hastit afo! Pennaenn ar redadennoù rannet eo. Ar pezh zo mat-tre evit ho yec’hed hag evit redek gwell-ouzh-gwell.

zombies01

Digoust betek ur serten poent

Evel gant al lodenn vrasañ eus seurt arloadoù e c’hallit tremen hep paeañ hag ober gant ar c’hoari diazez. Ma fell deoc’h kaout muioc’h a arventennoù e rankot paeañ. Da skouer, ma fell deoc’h e padfe hiroc’h ar prantadoù m’emañ tost ar zombied ouzhoc’h ha ma rankot redek buanoc’h. Evit dibrenañ koulzadoù ha danevelloù…

Evit poent ne’m eus ket paeet, graet em eus ur redadenn hepken met ma’z oc’h dedennet e c’hallfen lavaret hiroc’h deoc’h a-benn nebeut.

Evit gouzout hiroc’h ha staliañ an arload, kit da weladenniñ al lec’hienn ofisiel

https://zombiesrungame.com/

An holl skeudennoù zo bet kemeret diwar pajenn an arload e Google Play.

 

 

Advertisements

About Stefan

Skrivagner ha troer. Emaon er skipailh evit treiñ Wordpress e brezhoneg.
Embannet eo bet an notenn-mañ e Prouadoù. Lakaat ur sined war ar peurliamm.

2 Responses to Zombies, run!

  1. geekezig a lavar:

    Trugarez dit evit da ali! Seblantout a ra kentoc’h soñjet mat (gant an doareoù da verañ ar sonerezh hag all). N’eo ket ur c’hoari evidon (poellgomzer ebet a c’hallfe lakaat ar c’hoari da vont en-dro, c’hoant ebet da vont da redek ha re aonik ‘m eus aon :D) met laouen on o vezañ lennet da ali!

  2. Ping war-dreñv: Zombies RUN! – Ici Vont Les Morts

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s