Gwalenn ar wirionez

coverO ruzellañ edo an heol dija er pelloù, hag eñ o treañ war an deñvalijenn gant e wagennoù roz ha mouk. Hir e oa bet an noz. Ar guzulierien o devoa kaset eurvezhioù o varvailhat dizehan, o cheñch penn d’ar gaoz hag o flapenniñ diwar-benn priz ar fav-roz pe divroadur an evned-suter. Hogen ar pezh a c’hoantae ar roue e oa klevet ar pezh a ouient eus Gwalenn ar Wirionez. Bet e oant an eil war-lerc’h egile o kontañ rimostelloù ; kuzhiadelloù er palez, pe rouantelezhioù burzhudus, pep hini a live e brezegenn hervez e faltazi hag aked ar vodad tud. Da zisoc’h eta, un nozvezh wenn, ur monedonea er privezioù roueel, abalamour moarvat d’an niver spontus a vannac’hoù Kafeare bet kaset d’an traoñ gant ar Barvioù Glas hag ar Blev Liv-arc’hant. Un todion e voe a zassonas betek tarzh an deiz a-hed trepasoù ar palez, hag eñ krapat gant ar skalieroù, riklañ war an aspledoù, stirlinkat ouzh an hobregonoù, en em silañ dindan ar golc’hedoù hag ober muioc’h a drouz eget roc’hadennoù mamm ar roue a oa brudet koulskoude. War-lerc’h ar guzuliadeg ne oa ket avañsetoc’h ar roue eget an neizheur ha ret e voe dezhañ kemer krog er vazh en ur penn all evit gouzout hiroc’h.

Gwalenn ar wirionez a zo ur verrdanevell gant Stefan Carpentier.

Gallout a rit he lenn er furmad ePub (215Ko)

Advertisements
Embannet eo bet an notenn-mañ e Levrioù eletronek. Lakaat ur sined war ar peurliamm.

One Response to Gwalenn ar wirionez

  1. Ping war-dreñv: Dihun | Kevredigezh ar gripi

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s